Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Sav-Heol
16 mai 2015

Perak deskiñ amerikaneg ? Warc'hoazh e vo komzet brezhoneg gant ar bed a-bezh !

 

Klevet em eus e veze kavet farsus ar frazenn-se, a c'haller lenn war dilhad  embannet e Kerne-Izel.  Din eo ken droch hag ar pezh a vez moulet war ar c'hrezioù gallek, netra ken. Fentus avat kavout ar ger "amerikaneg", ur ger ral e brezhoneg, ha ne gaved anezhañ e geriadur ebet a-raok 2012, e Dictionnaire Français-Breton Martial Ménard.  

Ar gerioù zo graet evit bezañ implijet, met n'eo ket er geriadurioù atav e kaver  penaos ober.

Kemeromp levrioù Stephen King. E pe yezh int savet? E saozneg pe en amerikaneg? En amerikaneg, mut-hu. Ha perak? Peogwir eo Amerikan  pe Stadunanad ar skrivagner Stephen King?  Koulskoude  eo troet e oberennoù diwar ar saozneg. "American English", a vez laret e Stadoù-Unanet Amerika. 

Ma, n'eus hini ebet dindan ma dorn, neuze e tapan daou romant all eus ma fres-levrioù:  unan gant Erskine Caldwell hag unan all gant Donna Leon. o-daou e galleg, ha warne o-daou eo skrivet : "traduit de l'anglais (Etats-Unis) ". Ur romant all gant Margaret Atwood: "traduit de l'anglais (Canada)". Eus ar saozneg, n'eo ket eus an amerikaneg.  Koulskoude em eus soñj bezañ lennet, gwechall "traduit de l'américain"  :  marteze levrioù kozh ar "série noire"?

Pa veze ar Stadunanadez Ella Fitzgerald o kanañ Can't buy me love , ur ganaouenn savet gant  Saozon yaouank, anvet Lennon ha Mc Cartney, daoust hag ur yezh all e teue da vezañ ar saozneg? Anat ne rae ket.

Un Amerikan yaouank, bet studier brezhoneg ganin, a gelenn e yezh :  saozneg, saozneg  ar Stadoù-Unanet. 

Da betra servij ar ger amerikaneg neuze? 

Marteze  da vousc'hoapaat  saozneg ar Stadoù-Unanet, evel war an ticheurt. Evel ma vefe ivez ar ger stadunaneg ma vefe graet an anv -se eus saozneg ar Stadoù-Unanet. Met ur ger-goapaat all zo neuze : saoznaj, meneget gant an Tregeriad Jules Gros.

Ma! kustum omp da gaout meur a anv d'ober eus ur bern traoù: evn ha labous, beure ha mintin, pres hag armel... ha na pet all.

 

 

Publicité
Publicité
Commentaires
Sav-Heol
Publicité
Archives
Publicité