Brudet eo Evelyne Brisou-Pellen, skrivagnerez roazhonat, e-touez ar skolaerien c'hallek. Un tammig marteze e-touez ar skolaerien vrezhonek. An nebeud re a implij al levr a zo plijet gantañ. Ma c'hallfent brudañ al levr un tamm e c'hallfemp soñjal ober re all gant ar memes oberourez, he deus embannet ouzhpenn kant levr gallek.