Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Sav-Heol

2 mars 2016

SKOL AR MAMOUTED

golo 1 Skol ar mamouted

Golo Mamout

Hennezh eo al levrig bugale nevez a zo bet kaset da di ar mouler, un istor gant Michel Piquemal, oberour KIG MAMOUT DA GOAN (1000 skouerenn gwerzhet). 

Publicité
Publicité
16 mai 2015

Embannadurioù SAV-HEOL - Ouvrages pour apprenants et étudiants (1)

  • NI A GOMZ BREZHONEG, de Mark Kerrain. Méthode de breton pour débutants, créée par SAV-HEOL, rééditée par TES (Sant-Brieg).

 

  • LE GUIDE DU BRETONNANT, de Mark Kerrain. Guide créé par SAV-HEOL, réédité par  AN AMZER (Porznizh). Les erreurs de langage les plus courantes chez les néobretonnants (verbes, prépositions, subordonnées, vocabulaire, etc). Conseils utiles aux enseignants, indispensable aux étudiants avancés

 

 

 

16 mai 2015

Perak deskiñ amerikaneg ? Warc'hoazh e vo komzet brezhoneg gant ar bed a-bezh !

 

Klevet em eus e veze kavet farsus ar frazenn-se, a c'haller lenn war dilhad  embannet e Kerne-Izel.  Din eo ken droch hag ar pezh a vez moulet war ar c'hrezioù gallek, netra ken. Fentus avat kavout ar ger "amerikaneg", ur ger ral e brezhoneg, ha ne gaved anezhañ e geriadur ebet a-raok 2012, e Dictionnaire Français-Breton Martial Ménard.  

Ar gerioù zo graet evit bezañ implijet, met n'eo ket er geriadurioù atav e kaver  penaos ober.

Kemeromp levrioù Stephen King. E pe yezh int savet? E saozneg pe en amerikaneg? En amerikaneg, mut-hu. Ha perak? Peogwir eo Amerikan  pe Stadunanad ar skrivagner Stephen King?  Koulskoude  eo troet e oberennoù diwar ar saozneg. "American English", a vez laret e Stadoù-Unanet Amerika. 

Ma, n'eus hini ebet dindan ma dorn, neuze e tapan daou romant all eus ma fres-levrioù:  unan gant Erskine Caldwell hag unan all gant Donna Leon. o-daou e galleg, ha warne o-daou eo skrivet : "traduit de l'anglais (Etats-Unis) ". Ur romant all gant Margaret Atwood: "traduit de l'anglais (Canada)". Eus ar saozneg, n'eo ket eus an amerikaneg.  Koulskoude em eus soñj bezañ lennet, gwechall "traduit de l'américain"  :  marteze levrioù kozh ar "série noire"?

Pa veze ar Stadunanadez Ella Fitzgerald o kanañ Can't buy me love , ur ganaouenn savet gant  Saozon yaouank, anvet Lennon ha Mc Cartney, daoust hag ur yezh all e teue da vezañ ar saozneg? Anat ne rae ket.

Un Amerikan yaouank, bet studier brezhoneg ganin, a gelenn e yezh :  saozneg, saozneg  ar Stadoù-Unanet. 

Da betra servij ar ger amerikaneg neuze? 

Marteze  da vousc'hoapaat  saozneg ar Stadoù-Unanet, evel war an ticheurt. Evel ma vefe ivez ar ger stadunaneg ma vefe graet an anv -se eus saozneg ar Stadoù-Unanet. Met ur ger-goapaat all zo neuze : saoznaj, meneget gant an Tregeriad Jules Gros.

Ma! kustum omp da gaout meur a anv d'ober eus ur bern traoù: evn ha labous, beure ha mintin, pres hag armel... ha na pet all.

 

 

15 septembre 2012

Ar sarpant glas e-barzh ar c'hlas

Brudet eo Evelyne Brisou-Pellen, skrivagnerez roazhonat, e-touez ar skolaerien c'hallek. Un tammig marteze e-touez ar skolaerien vrezhonek. An nebeud re a implij al levr a zo plijet gantañ. Ma c'hallfent brudañ al levr un tamm e c'hallfemp soñjal ober re all gant ar memes oberourez, he deus embannet ouzhpenn kant levr gallek.

 

13 août 2012

Panell e Logivi (ar-mor)

TREVOU GOUHERE 2012 194

Publicité
Publicité
13 août 2012

Mariasun Landa, skrivagnerez euskarek

skrabell vrezhonek 240 

Mariasun Landa en he zi e Donostia (ar mor en a-dreñv) gant Mark Kerrain e 2009. 

Mariasun Landa zo ur skivagnerez euskarek, savet ganti un daou-ugent levr bennak evit ar vugale, ha bet un toullad prizioù. Kolskoude eo peuzdianav e Breizh.  

 

Daou levr ganti zo bet lakaet e brezhoneg  gant Gwenael Emelyanoff hag embannet gant An Here:
*''Stal Pepa''
*''Ar steredenn wer''

Daou all zo bet troet gant Mark Kerrain, hag embannet gant Sav-Heol:
*'"Olifant Kalon-Evn", evit bugale 7 vloaz.

*"Ma Buhez Berrloer", evit bugale vras 13 vloaz kentoc'h, ul levr a blij d'an dud vras ivez.

*Ar c'henenn korollerez, e 2014, evit bugale 10 pe unnek vloaz.

Re all zo war ar stern.

 

==Da lenn ivez==

*http://br.wikipedia.org/wiki/Mariasun_Landa

13 août 2012

Kevrin ar C'hizhier Bihan, gant Fina Casalderrey

 

 

golo Kevrin ar c'helin - Copie                                                                                                                                         

Kevrin ar C'hizhier Bihan ( O misterio dos fillos de Lúa e galizeg ) zo ur romant evit bugale (war-dro 11 vloaz) , savet gant ar skrivagnerez c'halizek Fina Casalderrey. Gant al levr-se he devoa tapet Priz al levrioù yaouankiz e Spagn, e 1996. Lakaet eo bet e brezhoneg gant Mark Kerrain.

 

==Da lenn e brezhoneg==

*Pennad brezhonek diwar-benn al levr: http://br.wikipedia.org/wiki/O_misterio_dos_fillos_de_L%C3%BAa

*Pennad brezhonek diwar-benn an oberourez: http://br.wikipedia.org/wiki/Fina_Casalderrey

 

12 août 2012

Mammig zo droug enni

Golo mammig                                                                                                                     

Ul levr brezhonek evit ar vugale a zo c'hoazh o teskiñ lenn ... Deskiñ deizioù ar sizhun, al lec'hiañ ... E-lec'h al luc'heiladoù a vez implijet er skolioù ... Ar skrid gant Mark Kerrain, an tresadennoù gant Mael Verot. Pevar euro.

 

12 août 2012

Kalod

ChapE chapel Kalod, enezenn e-kichenik Karanteg, e Leon.

12 août 2012

Logo

LogoOutlinedAbaoe ur pennad e vez lakaet al logo-mañ war levrioù Sav-Heol. Savet eo bet gant Betty Noir, studierez eus Tchekia. Ha brezhonegerez. Trugarez dit, Betty.  

Publicité
Publicité
1 2 > >>
Sav-Heol
Publicité
Archives
Publicité